Nikolaz
Neuz
Nikolaz zo un anv-badez brezhonek, deuet da vezañ anv-tiegezh ivez, a orin henc'hresianek. Dont a ra eus Νικόλαος 'Nikólaos' (eus νίκη nikē 'trec'h' + λαός laos 'pobl'). Gallout a reer kompren trec'h ar bobl daoust ma lâr lod e talvez kement a "galloud ar bobl". Tremen a reas e latin dindan ar stumm "Nicolaus". Dont a reas an anv-se da vezañ brudet abalamour da Sant Nikolaz, an hini en deus awenet skeudenn an Tad Nedeleg.
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- alamaneg : Nikolaus
- saozneg : Nicholas
- armenieg : Նիկողօս (Nigoghôs)
- katalaneg : Nicolau
- spagnoleg : Nicolás
- galleg : Nicolas
- finneg : Nikolaus
- gresianeg : Nikólaos (Νικόλαος), berrstumm: Níkos (Νίκος)
- hungareg : Miklós
- italianeg: Nicola ha Niccolò
- kabileg : Nabil
- nederlandeg Flandrez: Niklaas, Claes
- nederlandeg an Izelvroioù : Nicolaas
- norvegeg : Nikolaus
- poloneg : Mikołaj
- roumaneg : Nicoară, Nicolae, Nicu
- ruseg : Николай (Nikolay)
- slovakeg : Mikuláš
- tchekeg : Mikuláš
- svedeg : Nikolaus
Berranvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Berranvioù gallek : Nico, Nic, Colas (anv-bihan ivez), Colin (idem),Colineau, Coliche, Koni, Nick, Coya.
- Berranvioù arall: Klaus, Nick, Nicky, Nicolazic, Nicoulau, Nicolaos, Niel, Nils, Niels, Nikolaï, Neculai, Niklas, Kolya.
Anvioù-badez merc'hed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Anvioù-badez gallek evit ar merc'hed : Nicole, Nicolette.
- Berranvioù gallek : Coline, Colette.
- e yezhoù all: Nicola
Anvioù-tiegezh deveret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nicolier, Nicollier, Nicoulaz, Nicolle, Nicole, Nicol, Nicola, Nicolaï, Nicolas, Nicolet, Nicollet, Nicolin, Nicollin, Nicoulin, Nicouleau, Nicolay, Nicollerat, Nicolérat, Niclasse, Niclass, Niclas, Niklès, Niklaus, Niklas, Colas, Colin, Klaes...
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nikolaz Davalan, saver an hentenn Oulpan e brezhoneg.
Anavezet eo Nikolaz evel anv-tiegezh ivez, hag an anv all Nikolazig.
- Frañseza Nikolaz (1894-1967), barzhez
- Yann-Vari Nikolaz (1848-1899), beleg ha skrivagner
- Laorañs Mari Nikolaz (1885-?), barzh
- Maoris Paol Mari Nikolaz (1876-1943), saver pezhioù-c'hoari
- Michel Nikolaz, istorour ha kelenner e Skol-Veur Breizh-Uhel
hag ivez
- Iwan Nikolazig, kengaozeer Santez Anna, e Santez-Anna-Wened.
Impalaerien Rusia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nikolaz Iañ, tsar Rusia
- Nikolaz II, tsar Rusia
Priñsed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nikolaz III d'Este, markiz Ferrara
Pibien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nikolaz Makiavel, skrivagner italianek
- Nikolaz Kopernik, steredoniour polonat
- Níkos Kazantzákis, (1883-1957) skrivagner gresianek
- Nicolás Guillén (1902-1989): barzh kuban
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwerzioù ha sonioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Soniou Breiz Izel Fañch an Uhel
- Kazh Nikolaz, (skrivet Caz Nicolas gant an dastumer), el levrenn gentañ er bajenn 44.
- Evnig Sant Nikolaz , pajenn 156, oberenn Fañch an Uhel (skrivet Envnic Saint-Nicolas gant an dastumer), diwar anv an evn.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Life and Adventures of Nicholas Nickleby, romant gant Charles Dickens
- Nikolazig ar Broioù Tomm, romant gant Erwan Evenou.