Seziz Maastricht (1673)
Seziz Maastricht a c'hoarvezas en 1673, hag a badas eus an 13 a viz Mezheven d'ar 26 Mezheven. Echuiñ a reas pa godianas gouarnour kêr d'an arme c'hall renet gant Loeiz XIV e-pad Brezel Holland (1672–1678).
Erruout a eure ar roue gall e Maastricht d'an 10 a viz Mezheven pa oa gronnet kêr. E sekretour-stad evit ar brezel, Louvois, en devoa dastumet pourvezioù a-walc'h evit lakaat seziz e-pad c'hwec'h sizhun. Ar roue Loeiz XIV a c'houlennas digant Vauban ren ar seziz war gêr Masstricht. Divizout a reas Vauban toullañ fozioù en-dro da gêr, hag a voe peurechuet d'ar 14, hep koll re a dud. Digoret e voe ar fozioù-arsailh da noz ar 17 d'an 18. Arsailhet e voe dor ar c'hornôg, hini Tongeren.
Adal an 18 a viz Mezheven e stagas 26 kanol da dennañ 5 000 boled war gêr e-pad ouzhpenn 30 eurvezh.
Charles d'Artagnan, brudet daou c'hant vloaz diwezhatoc'h e romantoù Alexandre Dumas, a voe lazhet gant un tenn mousked en traoñ e gein, pa oa e toull moger porzh Tonger.