Mont d’an endalc’had

Selene

Eus Wikipedia
Delwenn roman an doueez Luna/Selēnē.
Selênê, Hesperos, Fosforos (Mirdi al Louvre, Pariz).

Selene (henc'hresianeg : Σελήνη [selɛ̌ːnɛː], "loar") a oa doueez al Loar ha dreist-holl doueez al loargann e mojennoù Henc'hres, ha merc'h d'an Ditaned Hyperion ha Theia. Luna e oa hec'h anv e latin gant ar Romaned.

Deskrivet e veze evel ur vaouez koant, gwenn lufrus he liv, gwisket gant ur sae wenn pe arc'hantet he liv, ur c'hresk-loar war he fenn.

Kemeret e voe he lec'h gant Artemis, ha lec'h Luna gant Diana. En dastumad anavet evel Kanoù Homerek, ez eus ur c'han da Selene (XXXII), kevret gant ar c'han da Helios, an Heol.

Merc'h an Titan Hyperion ha Theia e oa, ha c'hoar Helios hag Eos (tarzh-an-deiz).
Eil ezel an driadenn eo Luna gant Artemis (loargresk) ha Hekate (loar nevez).

Anvioù deveret

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]