Mont d’an endalc’had

Stefan Zweig

Eus Wikipedia
Stefan Zweig
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAostria-Hungaria, Aostria Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denStefan Zweig Kemmañ
Anv-bihanStefan Kemmañ
Anv-familhZweig Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Du 1881 Kemmañ
Lec'h ganedigezhVienna Kemmañ
Deiziad ar marv22 C'hwe 1942 Kemmañ
Lec'h ar marvPetrópolis Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvbarbiturate overdose Kemmañ
Lec'h douaridigezhBrazil Kemmañ
TadMoritz Zweig Kemmañ
MammIda Zweig Kemmañ
PriedFriderike Maria Zweig, Lotte Zweig Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg, galleg, saozneg, italianeg, spagnoleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridalamaneg Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Vienna Kemmañ
Diplom skol-veurdoktorelezh Kemmañ
Rener tezennFriedrich Jodl Kemmañ
Lec'h annezSalzburg Kemmañ
Lec'h labourVienna, Berlin, Salzburg, Rio de Janeiro Kemmañ
Deroù ar prantad labour1901 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1942 Kemmañ
Relijionyuzevegezh Kemmañ
Oberenn heverkAr c’hoari-echedoù, The World of Yesterday, Lizher ur vaouez dianav, The Post Office Girl, Beware of Pity Kemmañ
Diellaouet gantHoughton Library Kemmañ
Levezonet gantSigmund Freud Kemmañ
Darvoud-alc'hwezNazi book burnings, divroerezh Kemmañ
Prizioù resevetOrder of the Southern Cross Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadStedelijk Museum Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Stefan Zweig

Stefan Zweig, bet ganet e Vienna (en Impalaeriezh Aostria-Hungaria d'an ampoent) d'an 28 a viz Du 1881, ha marvet d'an 22 a viz C'hwevrer 1942 e Petrópolis, e-kichen Rio de Janeiro (Brazil), a zo ur skrivagner, saver pezhioù-c'hoari, buhezskridour ha kazetennour alamanek. En e amzer e oa unan eus brudetañ skrivagnerien ar bed.

Dre ma oa pinvidik a-walc'h evit chom hep labourat e tremen bloavezhioù o veajiñ en Europa, Indez (e 1910) hag ar Stadoù-Unanet (1912). Deskiñ a ra meur a yezh estren, ha dizoleiñ sevenadur hag arzoù-kaer Europa. Dont a ra da vezañ mignon da Romain Rolland, Sigmund Freund, Charles Vildrac hag ar barzh flandrezat Emile Verhaeren. Treiñ a ra en alamaneg oberoù Charles Baudelaire, Arthur Rimbaud, Paul Verlaine ha John Keats.

Sevel a ra a-enep ar Brezel Bras, ur brezel hag a zo kontrol d'ar spered european, hervezañ. E vuhez skrivagner a zo bet dalc'hmat ur menoz hepken : sevel liammoù etre sevenadurioù Europa.

E 1934 ez a kuit eus Aostria evit en em staliañ e Londrez (Bro-Saoz), ken dic'houzañvus e teu da vezañ an tagadennoù enepyuzev en e vro. An nazied a sav a-enep e oberenn, ha taolet e vez e levrioù en tantad, war ur blasenn foran e Berlin zoken.

Kuitaat a ra ar Rouantelezh-Unanet avat evit kaout repu e Brazil e 1941. Skoet eo gant follentez Mab-Den, ar brezel-bed nevez, trec'h an nazied, ha marv e uhelbal a beoc'h. Divizout a ra en em lazhañ, asambles gant e wreg Lotte, d'an 23 a viz C'hwevrer 1942 e Petrópolis, e-kichen Rio de Janeiro.

Savet en deus Stefan Zweig un oberenn liesseurt : romantoù, danevelloù (Ar c’hoari-echedoù), buhezskridoù (Fouche, Hölderlin, Balzac, Mary Stuart…), pezhioù-c'hoari (Volpone).

  • Vergessene Träume (1900), danevell
  • Silberne Saiten (1901), barzhonegoù
  • Der Stern über dem Walde (1904), danevell
  • Die Liebe der Erika Ewald (1904), danevell
  • Tersites(1907)
  • Brennendes Geheimnis (1911), danevell
  • Geschichte in der Dämmerung (1911), danevell
  • Erstes Erlebnis. Vier Geschichten aus Kinderland (1911)
  • Angst (1920), danevell
  • Amok (1922), danevell
  • Die Augen des ewigen Bruders (1922), danevell
  • Verwirrung der Gefühle (1927), danevell
  • Sternstunden der Menschheit (1927)
  • Untergang eines Herzens (1927), danevell
  • Drei Dichter Casanova – Stendhal - Tolstoi (1928), buhezskridoù
  • Joseph Fouché (1929), buhezskrid
  • Die Heilung durch den Geist. Mesmer - Mary Baker Eddy - Freud (1930)
  • Marie Antoinette (1932), buhezskrid
  • Maria Stuart (1935), buhezskrid
  • Triumph und Tragik des Erasmus von Rotterdam (1935)
  • Die schweigsame Frau (1933)
  • Castellio gegen Calvin oder Ein Gewissen gegen die Gewalt (1936)
  • Baumeister der Welt (1936)
  • Die gleich-ungleichen Schwestern (1937), danevell
  • Magellan (1938), buhezskrid
  • Ungeduld des Herzens (1939)
  • Schachnovelle (Ar c’hoari-echedoù) (1941), danevell
  • Die Welt von Gestern (1942), Emvuhezadur
  • Balzac, buhezskrid
  • Rausch der Verwandlung, romant diechu
  • Brief einer Unbekannten (Lizher ur vaouez dianavez)
  • Ben Johnson's "Volpone", reuzc'hoari

Oberennoù troet e brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • War al lenn, troet gant Herve Gouedard in Al Liamm Niv. 323 (Du-Kerzu 2000)
  • Ar c'hoari-echedoù, troet gant Gérard Cornillet, An Alarc'h embannadurioù, 2013
  • Lizher ur vaouez dianavez, troet gant Gérard Cornillet, An Alarc'h embannadurioù, 2013