Proterozoeg
Eon Proterozoeg |
Paleoproterozoeg |
Siderieg |
Rhyaseg |
Orosirieg |
Statherieg |
Mezoproterozoeg |
Kalymnieg |
Ektasieg |
Stenieg |
Neoproterozoeg |
Tonieg |
Kriogenieg |
Ediakareg |
Ar proterozoeg a zo an eon diwezhañ a-raok ma yeas da voutin ar vuhez liesek war an Douar. En em astenn a ra eus 2500 milion bloaz'zo betek 542 milion bloaz'zo. Disrannet eo e tri marevezhioù douaroniel :
An darvoudoù pennañ eus ar maread hont a voe :
- Furmidigezh un atmosferenn pinvidik e oksijen.
- Meur a varead-skorn, maread an "Douar-erc'heg", e-pad ar c'hriogenieg en o zouez.
- Ar maread ediakareg ma ya war-wel an anevaled liesek gentañ gwak o c'horf.
Reier ar Proterozoeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Reier ar proterozoeg a zo kalz niverusoc'h eget hini an arc'heeg. Er c'hontrol d'ar re eus ar marevezhioù a-raok, hag a oant bet furmet e dourerier don, e oa bet stummet reier proterozoek e morioù argevandirel. Nebeutoc'h treuzfurmet e oant bet ivez. O Studioù a ziskouezh e voe arouezet ar proterozoeg gant un doueziaged gevandirel vuan (ha na gaver nemet er maread-se), kelc'hiadoù dreistkevandirel hag un orogeniezh heñvel a-wal'ch ouzh hini a-vremañ.
Er proterozoeg e c'hoarvezas ar mareadoù-skorn kentañ anavezet. Unan a zeraouas un tammig goude deroù an eon ha pevar arall a oa, d'an nebeutañ, a hini pouezusañ o vezañ ar maread-skorn Varangiek, anvet maread an "Douar-erc'heg" ivez.
Berniadeg an oksijen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus darvoudoù pouezusañ a proterozoeg a oa berniadeg an oksijen en atmosferenn. Tra ma produe organegoù bev oksijen e-pad an arc'heeg dija ne c'helle en em verniañ en atmosferenn rak kenaozañ a rae gant houarn ar meurvorioù da furmiñ bandennoù houarnek. Paouez a reas o furmidigezh war-dro 1.900 milion bloaz'zo en abeg da gresk ar c'henfeur a oksijen en atmosferenn pe d'ur veskadeg welloc'h dour ar meurvorioù.
Ar gweleoù ruz hag a zo livet gant hematitoù a ziskouez e krogas da gresk knefeur an oksijen en atmosferenn 2.000 milion bloaz'zo. Goude-se e kemeras ar meurvorioù, hag a oa gwer, o liv a vremañ.
Buhez broterozoek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro an amzer ma krogas an oksijen d'en em verniañ e ya diwar-wel ar furmoù-buhez liesek kentañ, marteze en abeg da furmidigezh nitradoù hag a vez implijet gant eukaryoted hepken. Kresk eukaryoted evel an akritarc'hed n'ampechas ket hini ar sianobakteri, avat. E-pad ar proterozoeg e voe ar stromatolitoù boutinañ ha liesekañ.
Harzioù etre ar paleozoeg hag ar proterozoeg a lakajod gwechall e deroù ar c'hambrian, pa yeas ar pezh a grede e oa an anevaled liesek kentañ an trilobitoù hag an arc'heohyazhided. A-c'houdevezh e voe kavet fosiloù anevaled liesek a veve e fin ar proterozoeg, e-pad an ediakareg. Ne chañchjod ket ar vevenn etre an daou eon, avat.