Robin Hobb
Robin Hobb, anvet Margaret Astrid Lindholm Ogden, a zo ganet d'ar 5 a viz Meurzh 1952 e California. Ur skrivagnerez faltazi Amerikan eo hi.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kroget he deus da skrivañ dindan an anv "Megan Lindholm" evit kelaouennoù e 1971 hag un nebeud levrioù all. Anavezet eo bet gant The Farseer Trilogy (An drouglazher roueel) en deus graet berzh bras e 1995.
Dimezet eo gant ur pesketaer ha mamm 4 bugel eo. Plijout a ra dezhi ar chas, ha se eo sur a-walc'h en deus lakaet Fitz (haroz An drouglazher roueel) da vezañ desachet da vat gante ivez. Tremenet he deus ivez ul lodenn eus he yaouankiz en Alaska.
Koulz he levrioù skrivet dindan an anv Megan Linholm hag ar re dindan Robin Hobb a zo skrivet e doare "fantastik grennamzerel".
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rouantelezh an Henaourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pep brasañ he oberennoù dindan anv Robin Hobb a dremen e rouantelezh an Henaourien, Realm of the Elderlings e saozneg.
E Bro C'hall eo deuet al levrioù er maez en un urzh disheñvel eget en doare orin, en un urzh disheñvel eget an hini kronologel. E gwir ez eo The farseer trilogy(Lodenn gentañ An douglazher roueel) da c'houde Avanturien ar mor hag a-benn ar fin, The tawny man (eil lodenn An drouglazher roueel).
Levr kentañ An drouglazher roueel a zo bet skrivet e 1995 hag he deus kendalc'het Robin Hobb en ur skrivañ ul levr dre vloaz betek 2004. D'ar c'houlz-se eo en em lakaet da skrivañ un istor all, Ar soudard Chaman, hag e 2009 e kendalc'h gant istor an drouglazher o skrivañ Kêr an Henaourien.
An danevell anvet Homecoming e saozneg, a zo e gwir ur ragc'hoari d' An drouglazher roueel ha da Avanturien ar mor. Troet eo bet e galleg gant Véronique David-Marescot.
Kontañ a ra al levr-se donedigezh an drevidigien gentañ e Dezerz ar Glaveier, dindan stumm
un deizlevr. Eno eo e kavint kêr an Henaourien hag e vevo diwezhatoc'h en amzer tudennoù Avanturien ar mor.
Heuliad An drouglazher roueel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]6 tamm zo bet graet e Bro C'hall padal ne oa nemet 3 a orin (evit The farseer trilogy). Krouet int bet e 1995, 1996 ha 1997, tro 700 pajenn e oant embannet gant Bantam Specrta.
Niverenn embannadur Gall | Anv gallek | Anv orin | Dont er maez orin | Dont er maez Gall |
---|---|---|---|---|
1 | L'Apprenti assassin | Assassin's Apprentice | 1995 | 17 a viz Gwengolo 1998 |
2 | L'Assassin du roi | Royal Assassin | 1996 | 8 a viz C'hwevrer 1999 |
3 | La Nef du crépuscule | 16 a viz Gwengolo 1999 | ||
4 | Le Poison de la vengeance | Assassin's Quest | 1997 | 7 a viz Genver 2000 |
5 | La Voie magique | 13 a viz Even 2000 | ||
6 | La Reine solitaire | 9 a viz Du 2000 |
An heuliad se a zo bet troet penn da benn gant Arnaud Mousnier-Lompré.