Mont d’an endalc’had

Taifa

Eus Wikipedia
Taifaoù Al-Andalus e 1037.

Un taifa (en arabeg: طائفة ṭā'ifa, ha طوائف ṭawā'if el liester, ger hag a dalvez kement ha "bagad" pe "bandennad") zo ur rouantelezh vihan arab en Al-Andalus, er Grennamzer. Betek nav ha tregont zo bet anezho.

C'hoarvezout a eurejont goude fitna Al-Ándalus, ar brezel-diabarzh a voe entre kostezenn Hisham III, ar c'halif diwezhañ, eus an dierniezh omeya, ha diskennidi e vinistr, pe hajib, Almansor. Diskaret e voe ar c'halif ha kalifiezh Córdoba war un dro en 1031 .

Kement-se a deuas eus gwask ponner-oc'h-ponner an tailhoù da arc'hantiñ ar brezel hag an difenn ouzh ar rouantelezhioù kristen. Meur a zisrann a voe, ken na greskas niver an taifaoù (pe ṭawā'if).

Ouzhpenn-se e voe aloubadegoù deuet eus ar Maghreb, evel re an almoravided (1090-1102), an almohaded (1145-1146) hag a benimerined (1224).

A-benn ar fin, dre ma kouezhe an taifaoù dirak taolioù ar rouaned kristen, re Kastilha hag Aragon war an diwezhadoù, ne chome eus Al-Ándalus, war-dro kreiz an XIIIvet kantved, nemet Rouantelezh Granada, na godianas nemet d'an 2 a viz Genver 1492, an deiz ofisiel ma voe echuet ar Reconquista.

Tri marevezh an taifaoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En istor al-Andalus e voe tri marevezh a vesk hag a zizurzh pa veze an taifaoù, pe rouantelezhioù, o vrezeliñ an eil a-enep d'egile:


Rouantelezhioù an taifaoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu an taifaoù a voe kemeret gant kurunenn Aragon:

Krouet e 1010 gant an emir ha sklav Muyahid a gemeras ar Balearez, hag a savas ur stad troet war ar c'henwerzh, a rae he moneiz, betek aloubadeg an Almohaded . Koll he dizalc'hted a reas an taifa avat e 1076, pa voe distroadet Alí Ibn Muyahid gant ar Banu Hud eus Saraqusta, a lakeas din da aloubadeg an almoravided (1091).
Evel a-hed an aod e oa ur rouantelezh sklav. Pevar roue a voe e penn an taifa ken na voe kemeret gant taifa Zaragoza, ha gant an Almoravided e deroù an XIIvet kantved;.
Da gentañ ne oa nemet ur rann eus taifa Zaragoza. Met ar rouantelezh-se a voe rannet etre meur a daifa bihanik: Tudela, Washka, Qalat al-Ayyub ha Larida. Seul wanoc'h seul aesoc'h a se e voe d'ar gonted ha rouaned kristen aloubiñ anezho. Da gentañ e voe kemeret gant an Almoravided ha chom a reas etre daouarn gouarnourien deuet eus broioù ar Sahara a-raok bezañ kemeret en 1149 gant Ramon Berenguer IV hag Ermengol VI d'Urgell.
Emirelezh Xibrana eo anv an diwezhañ stad vuzulman a chome war zouar Katalonia a hiriv.

Adalek kastell Siurana. L'ocupació dels territoris de Siurana va començar l'any 1153.

Daou sklav, Mubarak ha Muzzafar a c'houarnas an taifa betek o marv.


Neuze e voe kemeret ar galloud gant niz Almansor,a savo an dierniezh amirí 1065-1075. En 1075-1086, al-Qadir, eus Toledo, gant skoazell Kastilha, a adkemeras kêr València (hag an taifa da-heul) ma c'houarnas betek ma voe drouklazhet en 1092. E 1094, el Cid entra a la ciutat duent a terme un dur assetgament. A-benn ar fin e voe kemeret an taifa gant an almoravided e 1102.

Sklav a dalvez amañ kement ha sklav a orin, dieubet, a orin iberek pe europat Cal dir que el terme eslaus fa referència a esclaus lliures, d'origen centreeuropeu o del nord peninsular.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]