The Jerusalem Post
Neuz
The Jerusalem Post a zo ur gazetenn saoznek pemdeziek e vez embannet en Israel. Un embannadur etrebroadel sizhuniek e galleg a zo ivez. Embannet e vez bemdez nemet da zevezh ar sabad ha pa vez gouelioù yuzev. David Horovitz eo a zo pennskrivagner abaoe 2004.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet eo bet d'ar 1añ a viz Kerzu 1932 gant Gershon Agron gant an titl Palestine Post. An anv The Jerusalem Post a voe dibabet e 1950. E-pad pell e voe ur gazetenn eus an tu kleiz hag eus ar c'hreiz, hag a save a-du gant HaAvoda (strollad al labour) met e 1989 e voe adprenet gant Hollinger Inc., hag adalek ar mare-se e savas a-du gant Likoud. Kalz kazetennerien a guitaas The Jerusalem Post hag a kroujont Jerusalem Report. Kevezerezh a zo etre Jerusalem Post ha Haaretz.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|