Tiegezh dibried
Un tiegezh dibried zo un tiegezh gant un den bras (tad a-wechoùigoù, mamm peurliesañ) hag ur bugel pe vuioc'h.
Ganet eo ar bugel diwar un darempred berrbad, e-maez ar briedelezh, hep na vefe anavezet an tad a-wechoù, nemet e vije marvet abred.
Pa vez bet torret an dimeziñ etre an tad hag ar vamm e vo komzet eus un tiegezh dibriedet pe divodet.
E Bro-C'hall, ma vez studiet emdroadur ar gevredigezh gant an INSEE, ez eus bet jedet gant an aozadur-stad e oa bet kresket an tiegezhioù dibried etre 1990 ha 1999 eus 1 397 000 da 1 640 000[1], abalamour dreist-holl ma'z eo kresket an dibriediñ war ar memes tro.
Gant ar c'hresk-se ez a an tiegezhioù-se war baouraat gant an holl efedoù drastus a vez da-heul (fallvagadurezh, fallyec'hed, fallskoliata, mezventi, emlazhoù, gwallgrennardiezh).