Mont d’an endalc’had

Timbroù Heligoland

Eus Wikipedia
Skoedig Heligoland
Timbr embannet e 1952

Emañ enezeg Heligoland (Helgoland en alamaneg) e gevred Mor an Hanternoz. Hervez ar bloavezhioù eo bet dindan aotrouniezh Danmark pe hini ar Rouantelezh-Unanet, ha gwerzhet ganti da Alamagn e 1890 (dre feur-emglev Heligoland-Zanzibar). Ur rann eus Land ar Schleswig-Holstein eo bremañ.

E-pad ar prantad-amzer ma oa Enez Heligoland dindan dalc’h ar Rouantelezh-Unanet ez eus bet embannet war-dro 20 timbr, etre 1867 ha 1890.

An holl dimbroù a ziskouez poltred ar Rouanez Victoria, dindan stumm ur skeudenn dorosennek, war-bouez ar pevar uhelañ o friz, warno skoedig an enezeg (livioù glas, ruz ha gwenn).

Gant “Ofis Moulañ Stad Prusia” e Berlin eo bet moulet an timbroù, dezho ur priz e Schilling Hambourg adalek 1875, pa veze daou voneiz war wel a-raok ((Farthing ha Pfennig)

Timbraourien zo a soñj dezho e vefe bet advoulet 7 million a dimbroù pa ‘z eus bet savet 1½ million a dimbroù gwir, hag un hanterenn bet gwerzhet gant melestradurezh ar postoù, ar peurrest o vezañ marc’hataet gant marc’hadourien. An advouladurioù a oa bet graet etre 1875 ha 1895 e Berlin, Leipzig ha Hambourg.

Etre 1947 ha 1952 eo bet implijet an inizi didud evel un dachenn vombeziñ gant al Lu saoz.

Restaolet e vo an enezeg da Alamagn e miz Meurzh 1952.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]