Mont d’an endalc’had

Verb-doareañ

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb-doareañ (saoz. modal verb) evit komz eus ur rummad verboù-damskoazellañ resis a dalvez da spisaat doareenn (pe "modelezh") un ober displeget gant ar verb pennañ.

Peurliesañ e komzet eus verboù-doare evit deskrivañ mont-en-dro resis seurt verboù-damskoazellañ er yezhoù germanek dreist-holl.

Talvezout a ra ar verboù-doreañ, evel an holl verboù-damskoazellañ, da spisaat ster ur verb pennañ, o verkañ dreist-holl:

  • ar fed ma ranker ober un dra bennak pe ma rank un dra bennak degouezhout, da skouer:
saozneg: "must", "should"
alamaneg:"müssen", "sollen"
izelvroeg:"moeten", "zullen"
  • ar fed ma c'heller ober un dra bennak pe ma rank un dra bennak degouezhout, da skouer:
saozneg: "can", "want"
alamaneg: "können", "wollen"
izelvroeg:"kunnen", "willen"

Meur a verb-doareañ all ez eus evit spisaat sterioù resisoc'h etre an daou ster pennañ-mañ.

Alies e c'heller dielfennañ ster ur verb-doareañ e daou doare disheñvel:

  • Ster epistemek: o tennañ d'an doare ma soñj da unan bennak e rank bezañ an traoù deskrivet er frazenn, da skouer gant "must" e saozneg:
"You must be starving"
"Naon bras a rankez kaout"
d.l.e: naon ac'h eus a-dra-sur abalamour da fedoù resis a anavez an hini a zo o komz, da skouer bezañ chomet hep debriñ abaoe pell
  • Ster deontek: o tennañ da urzhioù, aotreoù ha traoù ret, da skouer gant "must" e saozneg:
"You must leave now" (= "You are required to leave now.")

A-wezhoù e c'hell bezañ an hevelep frazenn dielfennet daou zoare disheñvel hervez ar c'henarroud, da skouer:

"You must speak English".
Ster epistemek: "Me gav din eo sur-mat e oares saozneg (goude bezañ e studiet abaoe meur a vloaz, h.a.)"
Ster deontek: "Ret eo dit kaozeal saozneg"

Perzhioù yezhadurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stumm amzer-vremañ ar verboù-doareañ er yezhoù germanek a glota gant stumm an amzer dremenet strizh, hag abalamour da se e kaver kemmoù vogalennek etre stumm an unnader ha stumm al liester en alamaneg hag en izelvroeg hag abalamour da se ivez ne vezont ket merket gant al lostger a dalvez da verkañ an trede gour unander er verboù boas all ("-t" en alamaneg hag en izelvroeg; "-s" e saozneg), da skouer:

verb boas verb-doareañ
Saozneg he works he can
Alamaneg er arbeitet er kann
Izelvroeg hij werkt hij kan
Brezhoneg "labourat a ra" "gallout a ra"

Verboù-doareañ kv. verboù-damskoazellañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Verboù diglok eo ar verboù-doareañ rak diglok eo o displegadur, ha neuze eo strishoc'h o implijoù evit re ur verb boas.

Pa vez implijet ur verb-doareañ ec'h implijet a-gevret gantañ ur verb pennañ all dindan stumm an anv-verb hep ar rannig (zu en alamaneg; te en izelvroeg; to e saozneg), da skouer:

verb boas verb-doareañ
Saozneg he tries to work he can work
Alamaneg er versucht zu arbeiten er kann arbeiten
Izelvroeg hij probeert te werken hij kan werken
Brezhoneg klask a ra labourat gallout a ra labourat

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]