Nanhyfer
Nanhyfer pe Nyfer (Nevern e saozneg) zo ur gêriadenn eus Kembre e hanternoz Sir Benfro. Emañ etre Trefdraeth, war an aod, ha torgennoù Preseli, e traoñienn ar stêr Nyfer. Poblet e oa Nanhyfer gant 865 den e 2011, an hanter anezho kembraegerien.
Gouestlet eo an iliz da sant Brynach, ur sant deuet eus Iwerzhon. Er vered ez eus ur groaz keltiek eus an Xvet kantved pe deroù an XIvet kantved. Er vered hag e diabarzh an iliz ez eus pep a vaen ma c’haller lenn enskrivadurioù e latin hag en ogham. Krediñ a reer e sav ar maen engravet a zo e-barzh an iliz eus ar Vvet pe ar VIvet kantved. Er vered ivez ez eus ur wezenn ivin brudet abalamour ma "tiwad", da lavaret eo e tiver rousin ruz anezhi a-wechoù.
Er mervent d’ar gêriadenn e c’haller gwelet dismantroù ur c’hastell savet war-dro 1108 gant an aotrou norman Robert fitz Martin.
E-kichen kêriadenn Nanhfyer emañ taol-vaen Pentre Ifan, an hini vrasañ a zo e Kembre.