Porth-gain
Neuz
Porth-gain pe Porthgain zo ur gêriadenn hag ur porzhig eus Kembre e hanternoz Sir Benfro. Emañ e kumuniezh Llanrhian, etre Tyddewi hag Abergwaun.
Gwechall e oa ur porzhig a bouez eus Porth-gain. Eztennet e veze greunvaen ha sklent e mengleuzioù eus ar c’hornad ha kaset e vezent d’an diavaez e bourzh bigi Porth-gain. Gallout a rae ar porzhig degemer ugent lestr bemdez ; paouezet e voe gant an ezporzhiañ e 1931.
Bremañ eo deuet Porth-gain da vezañ ul lec’h a zesach touristed a-leizh ha bigi-plijadur a weler er porzh, gant an nebeud bigi-pesketa a chom c’hoazh. Tremen a ra Gwenodenn Arvor Sir Benfro hebiou ar gêriadenn ivez.