Mont d’an endalc’had

Sophie Scholl

Eus Wikipedia
Sophie Scholl
den
Rann eusHans and Sophie Scholl Kemmañ
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhReich alaman Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denSophie Scholl Kemmañ
Anv ganedigezhSophia Magdalena Scholl Kemmañ
Anv-bihanSophia Kemmañ
Anv-familhScholl Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Mae 1921 Kemmañ
Lec'h ganedigezhForchtenberg Kemmañ
Deiziad ar marv22 C'hwe 1943 Kemmañ
Lec'h ar marvMunich Prison Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
Abeg ar marvdibennañ Kemmañ
Killed byJohann Reichhart Kemmañ
Lec'h douaridigezhFriedhof am Perlacher Forst Kemmañ
TadRobert Scholl Kemmañ
MammMagdalena Scholl Kemmañ
Breur pe c'hoarInge Scholl, Werner Scholl, Hans Scholl Kemmañ
Yezh vammalamaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Kondaonet evittreitouriezh uhel Kemmañ
Micheruniversity student, resistance fighter Kemmañ
Bet war ar studi eLudwig Maximilian University of Munich Kemmañ
RelijionLuteriegezh Kemmañ
Partner in business or sportHans Scholl Kemmañ
Ezel eusAr Rozenn Wenn, League of German Girls Kemmañ
Present in workSophie Scholl – The Final Days, Weiße Rose Kemmañ
Sophie Magdalena Scholl
Korf-bras gant Wolfgang Eckert
Walhalla, 2003

Sophia Magdalena Scholl (Forchtenberg, 9 a viz Mae 1921München, 22 a viz C'hwevrer 1943) a oa ur stourmerez politikel alaman e-pad an Eil Brezel Bed, hag unan eus pennoù ar Rozenn Wenn (Die Weiße Rose), un aozadur da stourm a-enep an naziouriezh en Alamagn.

Evel an holl yaouankizoù e voe ret dezhi kemer perzh e kevredigezhioù yaouankiz. Gouzañv a rae dre ma veze krennet war ar frankiz da soñjal ha da gaout ur relijion. War-lerc'h he bachelouriezh e 1940 ez eas da ziwallerez bugale. Goude ma oa difennet kaout levrioù e « servijoù al labour » hag er « servij skoazell » e teuas a-benn, e 1940-41, da virout Kofesionoù sant Aogustin. Derc'hel soñj a reas eus ar frazenn : « Krouet omp bet ganit evit ma'z aimp davedout, hag ankeniet eo hon c'halonoù, ken na ziskuizho ennout. »[1]. Goude-se e stagas gant studioù bevoniezh ha prederouriezh e miz Mae 1942 e München.

Abalamour d'he deskadurezh katolik, d'an enebiezh krenn embannet gant he zad ouzh an naziouriezh, da skiant-prenet he breur, soudard ha studier war ar vezegiezh ha goude klañvgarrour en ospitalioù talbenn ar Reter, test eus ar varbariezh nazi e-keñver ar Yuzevien hag ar Rused, e tigoras he daoulagad war stad Alamagn.

Adalek miz Mezheven 1942 en em vodas gant he breur Hans ha Carl Muth, hag o sikour a reas da embann ha da skignañ traktoù a-enep ar renad nazi hag ar brezel. Teurel traktoù a reas e porzh diabarzh skol-veur München ha diskuliet e voe d'ar Gestapo gant porzhier ar skol-veur. Harzet e voe Sophie hag he breur d'an 18 a viz C'hwevrer 1943 ha kaset dirak ar Volksgerichtshof, Lez-varn ar Bobl. Kondaonet e voe d'ar marv goude ur vreutadeg teir eurvezh hepken.
Roland Freisler, penn Lez-varn ar Bobl, deuet eus Berlin, a lennas ar varnidigezh, roet abalamour d'an « trubarderezh, gwallbropaganda, kenwallerezh gant an enebourien, fallgaloniñ an armeoù ».

Dibennet e voe d'an 22 a viz C'hwevrer 1943 e München, daoust d'al lezenn a embanne splann e ranked gortoz 99 devezh a-raok lakaat un den d'ar marv goude bout kondaonet. Kalonek e tiskouezas bezañ en deiz-se, hervez testeni gwarded an toull-bac'h.

Beziet e voe er vered damdost da goadeg Perlach, e-kichen he breur Hans ha Christoph Probst, a oa bet lazhet en deiz-se end-eeun.

Un toullad deizioù war-lerc'h he marv e voe kanet meuleudi dezhi gant Thomas Mann er BBC.

Bez Hans Scholl, Sophie Scholl, ha Christoph Probst, er Perlacher Friedhof, nepell diouzh toull-bac'h Stadelheim e Munchen

Abaoe o marv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pa gouezhas Moger Berlin e 1989 e voe digoret an dielloù kozh er vro a oa bet Alamagn ar Reter ha kavet e voe danevellskridoù ar Gestapo eus abadennoù goulennata an daou yaouank.
  • En Alamagn ez eus bet lakaet un toullad mat a skolioù en anv Sophie ha Hans Scholl.
  • Ur priz lennegel zo ivez en o anv en Alamagn.
  • Sophie Scholl - Die letzten Tage ("Sophie Scholl - An devezhioù diwezhañ") zo ur film alaman bet sevenet e 2005 gant Marc Rothemund ha Fred Breinersdorfer[2].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Didier Chauvet, Sophie Scholl, une résistante allemande face au nazisme, L'Harmattan, 2004 (ISBN 978-2-7475-7507-2)
  • (fr) Carole Bitoune, La révolte au féminin : portraits de femmes exemplaires, Hugo et Compagnie, 2007, (ISBN 978-2-7556-0154-1).
  • (fr) Inge Scholl, La Rose Blanche : six Allemands contre le nazisme, Éditions de Minuit, 2013 (ISBN 978-2-7073-2694-2) – C'hoar Sophie ha Hans eo Inge.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Inge Scholl, La Rose blanche, Éditions de Minuit, p. 48 (ISBN 978-2-7073-2051-3)
  2. (en) Internet Movie Database

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.