Sophie Scholl
Rann eus | Hans and Sophie Scholl |
---|---|
Reizh pe jener | plac'h |
Bro ar geodedouriezh | Reich alaman |
Anv e yezh-vamm an den | Sophie Scholl |
Anv ganedigezh | Sophia Magdalena Scholl |
Anv-bihan | Sophia |
Anv-familh | Scholl |
Deiziad ganedigezh | 9 Mae 1921 |
Lec'h ganedigezh | Forchtenberg |
Deiziad ar marv | 22 C'hwe 1943 |
Lec'h ar marv | Munich Prison |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Abeg ar marv | dibennañ |
Killed by | Johann Reichhart |
Lec'h douaridigezh | Friedhof am Perlacher Forst |
Tad | Robert Scholl |
Mamm | Magdalena Scholl |
Breur pe c'hoar | Inge Scholl, Werner Scholl, Hans Scholl |
Yezh vamm | alamaneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Kondaonet evit | treitouriezh uhel |
Micher | university student, resistance fighter |
Bet war ar studi e | Ludwig Maximilian University of Munich |
Relijion | Luteriegezh |
Partner in business or sport | Hans Scholl |
Ezel eus | Ar Rozenn Wenn, League of German Girls |
Present in work | Sophie Scholl – The Final Days, Weiße Rose |
Sophia Magdalena Scholl (Forchtenberg, 9 a viz Mae 1921 – München, 22 a viz C'hwevrer 1943) a oa ur stourmerez politikel alaman e-pad an Eil Brezel Bed, hag unan eus pennoù ar Rozenn Wenn (Die Weiße Rose), un aozadur da stourm a-enep an naziouriezh en Alamagn.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel an holl yaouankizoù e voe ret dezhi kemer perzh e kevredigezhioù yaouankiz. Gouzañv a rae dre ma veze krennet war ar frankiz da soñjal ha da gaout ur relijion. War-lerc'h he bachelouriezh e 1940 ez eas da ziwallerez bugale. Goude ma oa difennet kaout levrioù e « servijoù al labour » hag er « servij skoazell » e teuas a-benn, e 1940-41, da virout Kofesionoù sant Aogustin. Derc'hel soñj a reas eus ar frazenn : « Krouet omp bet ganit evit ma'z aimp davedout, hag ankeniet eo hon c'halonoù, ken na ziskuizho ennout. »[1]. Goude-se e stagas gant studioù bevoniezh ha prederouriezh e miz Mae 1942 e München.
Abalamour d'he deskadurezh katolik, d'an enebiezh krenn embannet gant he zad ouzh an naziouriezh, da skiant-prenet he breur, soudard ha studier war ar vezegiezh ha goude klañvgarrour en ospitalioù talbenn ar Reter, test eus ar varbariezh nazi e-keñver ar Yuzevien hag ar Rused, e tigoras he daoulagad war stad Alamagn.
Adalek miz Mezheven 1942 en em vodas gant he breur Hans ha Carl Muth, hag o sikour a reas da embann ha da skignañ traktoù a-enep ar renad nazi hag ar brezel. Teurel traktoù a reas e porzh diabarzh skol-veur München ha diskuliet e voe d'ar Gestapo gant porzhier ar skol-veur. Harzet e voe Sophie hag he breur d'an 18 a viz C'hwevrer 1943 ha kaset dirak ar Volksgerichtshof, Lez-varn ar Bobl. Kondaonet e voe d'ar marv goude ur vreutadeg teir eurvezh hepken.
Roland Freisler, penn Lez-varn ar Bobl, deuet eus Berlin, a lennas ar varnidigezh, roet abalamour d'an « trubarderezh, gwallbropaganda, kenwallerezh gant an enebourien, fallgaloniñ an armeoù ».
Dibennet e voe d'an 22 a viz C'hwevrer 1943 e München, daoust d'al lezenn a embanne splann e ranked gortoz 99 devezh a-raok lakaat un den d'ar marv goude bout kondaonet. Kalonek e tiskouezas bezañ en deiz-se, hervez testeni gwarded an toull-bac'h.
Beziet e voe er vered damdost da goadeg Perlach, e-kichen he breur Hans ha Christoph Probst, a oa bet lazhet en deiz-se end-eeun.
Un toullad deizioù war-lerc'h he marv e voe kanet meuleudi dezhi gant Thomas Mann er BBC.
Abaoe o marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pa gouezhas Moger Berlin e 1989 e voe digoret an dielloù kozh er vro a oa bet Alamagn ar Reter ha kavet e voe danevellskridoù ar Gestapo eus abadennoù goulennata an daou yaouank.
- En Alamagn ez eus bet lakaet un toullad mat a skolioù en anv Sophie ha Hans Scholl.
- Ur priz lennegel zo ivez en o anv en Alamagn.
- Sophie Scholl - Die letzten Tage ("Sophie Scholl - An devezhioù diwezhañ") zo ur film alaman bet sevenet e 2005 gant Marc Rothemund ha Fred Breinersdorfer[2].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Didier Chauvet, Sophie Scholl, une résistante allemande face au nazisme, L'Harmattan, 2004 (ISBN 978-2-7475-7507-2)
- (fr) Carole Bitoune, La révolte au féminin : portraits de femmes exemplaires, Hugo et Compagnie, 2007, (ISBN 978-2-7556-0154-1).
- (fr) Inge Scholl, La Rose Blanche : six Allemands contre le nazisme, Éditions de Minuit, 2013 (ISBN 978-2-7073-2694-2) – C'hoar Sophie ha Hans eo Inge.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Inge Scholl, La Rose blanche, Éditions de Minuit, p. 48 (ISBN 978-2-7073-2051-3)
- ↑ (en) Internet Movie Database