Mont d’an endalc’had

Sant-Nazer

Eus Wikipedia
Sant-Nazer
Sant-Nazer
Ardamezioù
Anv gallaouek Saent-Nazaèrr
Anv gallek (ofisiel) Saint-Nazaire
Bro istorel Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Arondisamant Sant-Nazer
Kanton Pennlec'h tri c'hanton :
Sant-Nazer-Kornôg ;
Sant-Nazer-Kreiz ;
Sant-Nazer-Reter betek 2015, burev kreizenniñ kantonioù Sant-Nazer-Kornôg, Sant-Nazer-Kreiz ha Sant-Nazer-Reter abaoe 2015
Kod kumun 44184
Kod post 44600
Maer
Amzer gefridi
David Samzun
2014-2026
Etrekumuniezh Tolpad-kêrioù Rannvro Sant-Nazer hag Aber
Bro velestradurel Tolpad-kêrioù Rannvro Sant-Nazer hag Aber
Lec'hienn Web www.mairie-saintnazaire.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 71 887 ann. (2020)[1]
Stankter 1 536 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 16′ 50″ Norzh
2° 12′ 31″ Kornôg
/ 47.280556, -2.208612
Uhelderioù kreiz-kêr : 6 m
bihanañ 0 m — brasañ 47 m
Gorread 46,79 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Nazer

Sant-Nazer a zo ur gêr hag ur porzh industriel a Vreizh, e lez hanternoz aber al Liger, e gevred ar vro hag e departamant al Liger-Atlantel. 69 993 annezad zo e 2015, trede brasañ unvez kêrel Breizh eo ivez gant 151 286 annezad e 2014.

Abalamour d'he bon splujerezioù e voe Sant-Nazer bombezet taer gant ar Gevredidi e-pad an Eil Brezel Bed, o tistrujañ al lodenn vrasañ eus ar gêr. Ar gêr diwezhañ en Europa dieubet diouzh an Nazied eo. Hiziv eo ur pol lestrsaverezh hag aernijerezh a-bouez. Savet en deus Chanterioù an Atlanteg, unan eus brasañ ar bed, listri veur evel an Normandie, ar France, ar Queen Mary 2 hag an Harmony of the Seas.

Kumunioù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv eus Sant Nazer pe Nazarius, merzher e Milano, hag a vije bet degaset ur releg bennak anezhañ betek ar vro.

  • Erwan Vallerie (1995) ː Sanctus Nazarius de Sinnuario, 1050; Sancto Nazario, 1096
« En glazur e lestr greet en argant, war ur mor en argant ouzh beg, ar ouel karget gant un alc'hwez en sabel treustellet ; e gab en argant, karget gant pemp brizhenn en erminig en sabel, adkarget gant un alc'hwez ouzh kleiz en aour, treustellet, balirant war an erminigoù[2] »
  • Sturienn : Aperit et nemo claudit ("Digeriñ a ra ha den ne serr")[3]
  • Seblantout a ra Sant-Nazer bezañ ar gêr geltiek kozh Corbilo. Meneget eo anv ar porzh galian mojennel-mañ gant Piteas er Vvet kantved a-raok JK, ha war lerc'h gant Plinius an Henañ.
  • War tachenn pobl an Namneted e oa lec'hiet.

Hervez an istorour Alain Bouchart (XVvet kantved) eo di e oa aet ar roue mojennel Brutus Breizh da ziazezañ e vroad nevez.

Greanteladur bras e-pad an XIXvet kantved hag an XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ur porzh bras eo deuet da vezañ. Kalz stourmoù sokial zo bet ivez.
  • 1857: tizhet eo Sant-Nazer gant an hent-houarn.
  • Mervel a reas 1 280 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,34 % eus he foblañs e 1911[5].
  • Daou vilour bet ganet e Sant-Nazer, Émile Le Pahun, korporal, ha Joseph Porcher, soudard, a voe fuzuilhet gant al lu gall e 1916.

1940:

1941:

1942:

1943:

1944-1945

  • Sankenn Sant-Nazer a oa an dachenn bet dalc'het gant armeoù Alamagn betek diwezh an Eil Brezel-bed, en-dro da gêr Sant-Nazer. Dalc'het e oa bet gant an Alamaned evit gallout mirout an diazezlec'h listri-spluj.

Darvoudoù-sport a bep seurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù an diazlec'h listri-spluj

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Queen Mary 2 savet e Sant-Nazer

Diazezet eo ekonomiezh ar gêr war e borzh : ezporzhiañ produioù oberiet met ivez ar servijoù. Ekonomiezh ar pesketa zo aet da get koulz lâret, ne chom nemet ul lestraz bihan.

Sed amañ ar greanterezhioù pennañ :

Unan eus div sez Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Naoned ha Sant-Nazer an hini eo.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1800

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[16]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Monumant ar re varv e-tal iliz katolik ar Werc'hez Dinamm, luc’hskeudenn[17].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918) en iliz katolik[18],[19].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun Toutes Aides

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a dud
Rouantelezh-Unanet 82 (Merdeadurezh kenwerzh: 2, Morlu Royal Marine Artillery:1, Tirlu:79)
Hollad 82

Marvet int e pad ar Brezel-bed kentañ, re an Tirlu e 1914, ar re all e 1918[20] .

Panell degemer divyezhek.
  • Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1991.
  • E distro-skol 2023 e oa 69 skoliad enskrivet er skol Diwan ha skol divyezh (0,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[21].
  • Panelloù divyezhek zo er gumun abaoe fin miz Ebrel 2015.
  • D'an 29 a viz Mae 2015 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun[22].
  • Roet eo bet al label Ya d'ar brezhoneg a live 1 da Sant-Nazer d'ar 6 a viz Kerzu 2019.
  • Abaoe 2019 e vez dalc'het ur stummadur 6 miz war ar brezhoneg aozet gant ar greizenn stummañ Skol an Emsav

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou vilour bet ganet e Sant-Nazer a voe fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ :

Tud all liammet gant ar gêr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Fernand Pelloutier, (1867-1901), kazetenner, stourmer anarkour ha sindikadeler, teorisian an harz-labour hollek
  • Aristide Briand, breutaer ha politikour, Priz Nobel ar Peoc'h e 1926. Bet e oa er c'huzul-kêr etre Mae 1888 ha C'hwevrer 1889. E Sant-Nazer e oa bet savet ha skoliet, e dud a zalc'he "Le Grand Café", deuet da vout ur greizenn diskouezadegoù arz a-vremañ hiziv an deiz.
Porzh Sant-Nazer

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
de Carné

Beskonted Marcein

En aour e ziv dreustell en gul

de Volvire

Aotrounez la Motte-Aleman

Goudreustellet a zek pezh etre aour ha gul

An eil klub gwellañ e Breizh eo Sant-Nazer Rugbi Liger-Atlantel.

Gevellet eo ivez gant ur gumun vihan nes a-walc'h :

Kenlabour gant :

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]