Istor Rusia
Displegañ a ra ar pennad-mañ istor Rusia. Rusia eo ar vro vrasañ er bed a-bezh hag a-ramp emañ war daou gevandir : Europa hag Azia.
Henamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hentañ roud tud war an dachenn vras-se zo bloaziadet eus 300000 bloaz, e Siberia greiz. War-dro 4000 kent J.-K., e stepennoù su Rusia ha Kreizazia e tiorroas sevenadur ar Gourganed. War-dro 2000 bloaz kent J.-K., Iranianed eus an norzh, Indezeuropeaned anvet Pobloù ar stepennoù pe Kimmerianed a oa o vevañ war un dachenn divent etre Polonia a vremañ ha kornôg Sina a vremañ. war-dro 1000 kent J.-K. Iranianed all eus an norzh, ar Skited, a savas un impalaeriezh a betek an IIIe kantved eus hon oadvezh etre an Dniestr hag ar Volga. War-dro 200 kent J.-K. ar Sarmated, Iranianed eus an norzh anezhe ivez, a gemeras lec'h ar Skited a-benn ar fin.
E-dro 400 goude J.K. e oa ar C'hoted, Germaned deuet eus an norzh ar wezh-mañ, a annezas en Ukraina a vremañ. E Rusia Azia avat, ur c'hengevredad turkegerien ha finegerien, an Huned, a savas un impalaeriezh divent, ledet war Europa dindan ren Attila. Impalaeriezh an Huned, re vras ha urzhiet re fall a darzhas goude marv Attila, hag an Avared a gemeras o lec'h hag a zalc'has ar vro betek an VIIvet kantved, hag en o goude ar Gazared a relijion yuzev. E-pad ar prantad-se a ya eus impalaeriezh an Huned turkegerien, betek marevezh an Avared hag ar Gazared an hini e annezas tamm-ha-tamm ar Slaved, a zeue eus kompezennoù zo bremañ dindan Bielorusia, war dachenn Rusia Europa. .
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Cambridge History of Russia. 3 volumes. Cambridge, Eng: Cambridge University Press, 2006.
- Freeze, Gregory L. (ed.). Russia: A History. 2nd ed. New York: Oxford University Press, 2002. ISBN 0-19-860511-0.
- McKenzie, David & Michael W. Curran. A History of Russia, the Soviet Union, and Beyond. 6th ed. Belmont, CA: Wadsworth Publishing, 2001. ISBN 0-534-58698-8.
- Riasanovsky, Nicholas V. and Mark D. Steinberg. A History of Russia. 7th ed. New York: Oxford University Press, 2004, 800 pages. ISBN 0-19-515394-4
- Pierre-Charles Levesque, Histoire de Russie, 7 levrenn, 1782-1783.
- Michel Heller, Histoire de la Russie et de son Empire, 986 p., Flammarion, 1999.
- Marie-Pierre Rey, De la Russie à l'Union soviétique, la construction de l'Empire, 1462-1953, Hachette, 1994.
- François-Georges Dreyfus: Une histoire de la Russie : des origines à Vladimir Poutine, éditions de Fallois, 2005.
- Hélène Carrère d'Encausse, La Russie inachevée, Fayard, 2000.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skridoù diwar-benn an hollveliegezh hag ar served e Rusia
- Skridoù diwar an impalaeriezh rusian en XIXvet kantved
- Skridoù diwar an darempredoù etre Rusia ha Bro-C'hall e fin an XIXvet kantved)
- Skridoù diwar an URSS eus 1918 da 1941
- Kentel diwar Stalin hag an URSS betek 1938
- An Iliz katolik latin en impalaeriezh rusat gant Jean-François Bourret, kelenner enor er skol-veur Lumière-Lyon II.
- An Iliz katolik e Rusia eus 1917 betek hiziv gant Jean-François Bourret, kelenner enor er skol-veur Lumière-Lyon II.