Multiplikativel (Troad)
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad vultiplikativel pe troad liesaat (saoz. multiplicative case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ al liesadur ("div wezh, teir gwezh"...)
Implij e yezhoù ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez an droad vultiplikativel en hungareg hag e finneg.
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a implij disheñvel en deus an droad vultiplikativel e finneg, da skouer:
- Implijet gant un niver e talvez da verkañ an niver a wezhoù ma vez graet un ober bennak:
- viisi ("pemp") → viidesti ("pemp gwezh")
- Talvezout a ra da lakaat anvioù-gwan da c'hallout bezañ implijet evel adverboù:
- kaunis ("kaer") → kauniisti ("en un doare kaer"/"ez-kaer").
- Talvezout a c'hell ivez da sevel adverbioù diwar un nebeud anvioù-kadarn:
- leikki ("c'hoari") → leikisti ("en ur c'hoari"/"o vourdañ")
- Implijet e c'hell bezañ evit kreñvaat ster ur ger gros bennak:
- piru ("diaoul") → pirusti