Mont d’an endalc’had

Troad arbennel-pal

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad arbennel-pal pe troad arbennel-palel (saoz.: causal-final case) evit komz eus un droad o klotaat war un dro gant arc'hwel an droad arbennel diouzh un tu ha hini an droad-pal diouzh an tu all.

Implijet e vez an droad-mañ en hungareg, merket gant al lostger "-ért":

  • Arc'hwel arbennel
Talvezout a ra da verkañ an trivliadoù, d.s.
bocsánatot kérek a kutyámért
"Ma digarezit abalamour d'am c'hi", d.l.e. "Pediñ a ran bezañ digarezit abalamouyr d'ar pezh en deus graet ma c'hi"
  • Arc'hwel palel
Talvezout a ra da verkañ pal un ober, d.s.:
kenyérért
"evit bara", d.l.e.: " dont a-benn da dapout bara"

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]